Sildavia
Sildavia a zo ur vro ijinet gant Hergé, hag a gaver e troioù-kaer Tintin. Lec'hiet eo en Europa ar reter. Diazezet eo anv ar vro war silabenneoù a gaver en anvioù Transilvania ha Moldavia. Tennañ a ra banniel Sildavia da hini Albania un tamm bennak.
Rouantelezh Sildavia Зылдaвыa Zyldavja Bro ijinet e troioù-kaer Tintin | |||
---|---|---|---|
| |||
Sturienn : Eih bennek, eih blavek. | |||
Yezh ofisiel | sildaveg | ||
Kêrbenn | Klow (КЛОВ) | ||
Kêr vrasañ | Klow : 122 000 annezad (1939) | ||
Poblañs | 642 000 annezad (1939) | ||
Gouarnamant | rouantelezh | ||
Penn ar Stad | roue Muskar XII (1939) | ||
Dizalc'h | diouzh Turkia e 1127 diouzh Borduria e 1275 | ||
Moneiz | Khôr (Эйлдав хор) | ||
Kan broadel | Sildaviz, joa ha kaniri! | ||
Relijion | kristeniezh hag islam | ||
Arouez broadel | ar pilikant du | ||
Stêrioù pennañ | Wladir ha Moltus | ||
Menezioù pennañ | Menezioù ar Szhalpatoù | ||
Douaroniezh
kemmañSildavia, «rouantelezh ar pilikant du», a zo ur stad vihan e Kreizeuropa. 642 000 annezad (anvet Sildaviz) a zo o chom enni.
Div draoñienn vras (hini ar stêr Wladir hag hini hec'h adstêr Moltus) a ya d'ober ar vro. Marteze e teu an anv "Wladir" eus hini ar stêr Vltava (Moldau en alamaneg). Ha marteze e teu an anv "Moltus" eus Moldau, pe eus hini ar stêr Olt (Roumania). Kejañ a ra an div stêr e Klow, kêr-benn ha kêr vrasañ ar vro (122 000 annezad).
Diblaen eo an torosennadur, ha menezioù, anvet ar Szhalpatoù, a zo.
Kêrioù ha kêriadennoù all a zo brudet :
- Kragoniedin, ma kaver eien tomm
- Dbrnouk, war aodoù ar su (marteze diwar anv Dubrovnik)
- Niedzdrow, war ar Wladir,
- Zlip (ЗЛІП)
- Istow, 55,9 km diouzh Klow
- Douma, war an aod
- Tesznik (ТЕСЗНІК), 85,8 km diouzh Klow
- Sbrodj, m'emañ kreizenn an egor
Stok ouzh Borduria emañ Sildavia, etre an div stad emañ lenn Flechizaff.
Politikerezh
kemmañUr rouantelezh eo Sildavia. Plijout a ra ar roue hag an hengoun d'ar bobl. Bep bloaz e vez aozet dibunadeg ar roue ma tiskouez e vazh-roue. Muskar XII eo anv ar roue.
Armerzh ha sevenadur
kemmañ- pinvidik eo kondon ar vro (uraniom)
- Frouezhus eo ar plaenennoù, ma c'hounezer gwinizh ha ma lakaer gwez da greskiñ
- Khôr eo anvet moneiz ar vro; war ar bilhedoù 200 khôr eo treset poltred ar roue.
- Ezporzhet e vez dreist-holl dour Klow, koad, gwinizh, gwin Szprädj ha kezeg
- Brudet eo sonerien violoñs Sildavia
- Syldair eo anv ar gompagnunezh kirri-nij
- Bloushtika eo anv dañs broadel Sildavia
- E-touez gouelioù pennañ ar vro emañ gouel Sant-Wladimir (gouel broadel).
- Szlaszeck eo anv meuz aroueziusañ ar vro. Ur meuz aozet diwar kig, gant togoù-touseg, saladenn ha gwin ruz (Szprädj) eo
- Er bloavezhioù 1950 e oa bet kaset war-raok ur raktresad enklask atomel.
Istor
kemmañEr 6vet kantved e voe aloubet Sildavia gant ar Slaved ha goude-se e chomas dindan beli an Durked e-pad daou gantved. E 1127 e voe trec'het an Durked gant Hveghi, e-pad un emgann e-kichen Klow (anvet Zileheroum d'ar mare-se). Dont a reas Hveghi da vezañ ar roue Muskar Iañ.
E 1195 e voe aloubet Sildavia gant Borduria. E 1275 e voe skarzhet an alouberien gant ar baron Almaszout hag a a zeuas da vezañ ar roue Ottokar Iañ daou vloaz goude. Da vare ren Ottokar IV e voe diorroet hag unvanet ar vro. Da-heul ur rendael gant ur baron e rankas ar roue en em zifenn gant e vazh-roue. Diwar an afer-se eo bet krouet an hengoun ma rank ar roue diskouez e vazh-roue da zevezh gouel Sant-Wladimir.
Sildavia en albomoù Tintin
kemmañMeneget eo Sildavia e pevar albom troioù-kaer Tintin :
- Bazh-roue Ottokar (1939)
- War-zu al Loar (1953)
- Kammedoù kentañ war al Loar (1954)
- Afer Klaskato (1956)
Notennoù
kemmañ