Louzawouriezh
(Adkaset eus Botanik)
Skiant ar plant hag ar struzh eo al louzawouriezh. Meur a iskelenn zo enni, a zo liammet kreñv gant ar skiantoù all gouestlet da studi ar bevion.
Gant al louzawouriezh hollek e vez studiet an daksonomiezh, da lavaret eo rummatadur ar plant, o morfologiezh, o histologiezh, o biogeografiezh hag o c'hleñvedouriezh. Bez' ez eus kelennoù, ar wezouriezh en o zouez, evit studiañ ur rumm plant hepken.
Dre anaoudegezhioù a zastumer war ar plant e kaver traoù da dalvezout en apotikerezh, el louzaouerezh, er gounezerezh, el liorzherezh hag er goadegouriezh.
Rummatadur ar plant
kemmañIjinet eo bet rummatadur kentañ ar plant gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) en e oberenn Systema Naturae (1735), met ne vez mui implijet bremañ.