Bouches-du-Cattaro
Ar Bouches-du-Cattaro a oa ur rann eus Proviñsoù Illiria, etre 1809 ha 1811, douaroù a oa bet kemeret gant Bro-C'hall e 1805, en amzer an Impalaeriezh c'hall kentañ, diwar-goust impalaeriezh Aostria, hag adkemeret gant Aostria en 1813.
Deiziad krouiñ | 25 Kzu 1809 |
---|---|
Anvet diwar | Bay of Kotor |
Stad | Impalaeriezh C'hall Kentañ |
Kêr-benn | Kotor |
E tiriad | Proviñsoù Illiria |
Bet erlec'hiet gant | Raguse |
Deiziad divodañ | 15 Ebr 1811 |
An anv
kemmañDont a ra an anv Bouches-du-Cattaro eus anv ur bae en arvor Montenegro, anvet Bouches du Cattaro pe bouches de Kotor, en galleg, Boka Kotorska en serbeg, Bocca di Cattaro en italianeg.
Istor
kemmañAloubet e voe aod Mor Adria diwar-goust Impalaeriezh Aostria gant armeoù Napoleone Buonaparte goude brezel an trede kenunaniezh ha feur-emglev Presburg .
Savet e voe proviñs Bouches-du-Cattaro d'ar 25 a viz Kerzu 1809 goude staget Proviñsoù Illiria ouzh an Impalaeriezh C'hall Kentañ. E Cattaro (hiriv Kotor e Montenegro) e oa ar gêr-benn. Ar c'hêrioù bras all e oa Budua ha Rixano.
D'ar 15 a viz Ebrel 1811 ez eas da get pa voe adaozet ar proviñsoù.