Boudika (film)
Boudika (Boudica e saozneg) a zo ur film-skinwel saoz skignet e 2003 ha sevenet gant Bill Anderson. Gouestlet eo da vuhez Boudika, rouanez pobl vrezhon an Ikened a veve en Enez Vreizh er Iañ kantved goude JK hag a emsavas ouzh aloubadenn al lejionoù roman. N'eo ket bet troet ar film e brezhoneg ha padal e pled gant un darvoud pouezus hag istorel eus buhez ar Vrezhoned.
Titl | Boudica |
---|---|
Danvez pennañ | gwadorged |
Tachenn | biographical film, film dramael |
Bro orin | Roumania |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | saozneg |
Deiziad embann | 2003 |
Sevener | Bill Anderson |
Senarioour | Andrew Davies |
Lec'h an istor | Bro-Saoz |
Assessment | Test Bechdel |
Gwelout a reer an emgannoù brasañ a reas ar rouanez Boudika gant e strolladoù Brezhoned, da heul marv he fried, ouzh ar c'hampoù hag ar c'hêrioù roman. Doare ar film a zo eeun a-walc'h, n'eus ket kalz a aktourien vrudet, n'eus ket kalz a sonerezh nag a efedoù ispisial hag abalamour da gement-se n'en deus ket graet berzh bras marteze. Hogen chomet eo tost a-walc'h ouzh ar wirionez istorel (hervez an darvoudoù anavezet ganeomp hiziv an deiz), ha feal ouzh boazioù, hengounioù ha buhez ar Vrezhoned kozh en Enez Vreizh e-pad ar c'hentañ kantved war-lerc'h JK.