Boued-laezh

Wikimedia roll
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ar boued-laezh (pe laezhaj ivez) a zo boued fardet gant laezh, laezh saout peurvuiañ, met laezh givri , dañvadezed, kañvalezed, ar c'hazekenned, ar yakezed, ar bualezed a c'hell bezañ implijet kenkoulz all...

Johannes Vermeer, Plac'h al laezh, Amsterdam, Rijksmuseum, 1658-1660

Gwechall

kemmañ

Savet e veze chatal evit o c'hig pe o laezh. E Breizh e oa a-bouez al laezh e buhez an dud: amann evit fardañ boued, laezh dous evit ober krampouezh, laezh-ribod da evañ, pe da zebriñ gant patatez, gant kaletez e Breizh-Uhel. Ouzhpenn-se e c'halled gwerzhañ an amann er marc'had (diaesoc'h evit al laezh), ha kement-se a zegase un tamm arc'hant en ur bed ma veve an dud en un ekonomiezh kloz.

Ouzhpenn ar boued-laezh ordinal, ar yaourtoù ha fourmajoù a bep seurt, ouzhpenn ar c'houignoù ha gwispid, e vez implijet laezh e-barzh a bep seurt boued e stumm poultr-laezh. Implijet e vez poultr-laezh er gwastilli hag e bouedoù a bep seurt, ha roet e vez d'al loened ivez (evit al leueoù da skouer). Ar c'hazein, unan eus danvezioù al laezh, a ya da fardañ plastik, paper...

Al laezhajoù brudetañ

kemmañ

Sellet ivez

kemmañ

Ar vagadurezh el laezhajoù

kemmañ
  • Talvoudegezh roet evit 100 gramad a zanvez debrus er meuz
  • Diazez jediñ an dalvoudegezh kalorek evit 1 gram (1 kcal = 4,18 kJ) :
    • Glukidoù : 4 kcal pe 17 kJ
    • Proteinoù : 4 kcal pe 17 kJ
    • Lipidoù : 9 kcal pe 38 kJ
    • alkool etilek : 7 kcal pe 29 kJ

Meuz rumm Kaloriennoù
(kcal)
jouloù
(kJ)
Glukidoù
(g)
Protidoù
(g)
Lipidoù
(g)
kalkiom
(mg)
fosfor
(mg)
Potassiom
(mg)
Magnesiom
(mg)
Sodiom
(mg)
Laezh conc.sucré kriz Laezh 335 1400 54 8,2 9 361 - 388 - 166
Laezh kriz Laezh 63 263 5 3,2 3,8 120 95 150 12 47
Laezh kriz Laezh 65 272 5 3,5 3,5 119 95 150 12 47
laezh hanter digoavenet Laezh 47 195 5 3,2 1,55 112 95 150 12 47
Laezh digoavenet Laezh 35 145 5 3,2 0 ,5 112 90 160 12 47
Yaourt standard nature Laezh go 44 213 5,5 4,3 1,2 148 112 204 13 61