Boul Kervikael
Boul Kervikael zo ur maen-sav ront eus oadvezh an houarn e Louergad.
Savet e vefe bet ar maen galian-se war-dro 500-450 bloaz kent JK. Greunvaen eo, 2 vetr ledan hag 1,5 m uhel. Hervez ar vojenn e vije bet stlapet gant sant Mikael diwar ar menez Bre evit skarzhañ kuit an diaoul hag a oa o paboriñ er gêriadenn.
Daveennoù
kemmañ- Touristerezh en Aodoù-an-Arvor
- Ti an douristed Bro Benac'h
- Lec'hioù mojennel Breizh, gant Gwenaëlle Fleur, embannet gant Hor Yezh
Liamm diavaez
kemmañ- (fr) Deskrivadenn ar voul