Boulette d'Avesnes
Ar Boulette d'Avesnes zo ur fourmaj graet e korn-bro Avesnes-sur-Helpe e Pikardi. Graet eo diwar fourmaj Maroilles fresk, temzet gant parsilh, stragon, ha tachoù jiroflez. Graet e vez e stumm ur pikern, ha goloet gant paprika.
Aes e vez da anavezout gant e stumm hag e liv ruz. Kreñv eo, c'hwezh ha blaz dezhañ. Ne blij ket d'an dud ha ne gavont ket mat boued temzet na fourmaj kreñv e c'hwezh. Hervez an teodoù fall eo kreñvoc'h ar c'hwezh eget hini ar munster.
Boulette d'Avesnes gwenn a vez graet ivez. A-hervez n'eo ket ken kreñv, ar c'hwezh da vihanañ.