Bragoù toull-gwiz

Ar bragoù toull-gwiz a oa ur bragoù-dindan douget gant ar merc'hed en XIXvet kantved, hag a oa graet evit gallout staotat hep divragezañ. Gallout a raed ivez embarañ hep diwiskañ. Meneget eo gant Prosper Proux er ganaouenn An Amzer Dremenet.