Bran (evn)
Graet e vez alies gant ar ger bran (liester: brini) en un doare diresis evit ober anv eus evned ar genad Corvus, hag a-wechoù evned all du pe zuoc'h eus ar c'herentiad Corvidae evel Pyrrhocorax. Ent-strizh e talvez evit ar vran zu (Corvus corone).
Ar seurtoù brini
kemmañE-touez ar brini emañ:
- Ar brini du (Corvus corone)
- Ar brini louet (Corvus cornix)
- Ar fraved (Corvus frugilegus) anvet ivez “brini koad”
- Ar marc'hvrini (Corvus corax) anvet ivez “brini bras”
- Ar c'havaned tour (Corvus monedula) anvet ivez “brini tour”
- Ar c'havaned beg melen (Pyrrhocorax graculus)
- Ar c'havaned beg ruz (Pyrrhocorax pyrrhocorax) anvet ivez "brini beg ruz”
A bep seurt
kemmañE galleg e vez graet corbeau (= bran) eus un den hag a gas lizheroù flatriñ ha falstamall disin. Dont a ra diwar film Henri-Georges Clouzot, Le Corbeau, deuet er-maez e 1943.