Breizh 5/5 zo ur gevredigezh hervez lezenn 1901 bet savet evit lakaat war-wel youl ar braz eus annezidi 5 departamant Breizh da adstagañ departamant al Liger-Atlantel ouzh Breizh velestradurel. Gallout a ra pep strollelezh lec'hel (kêrioù, kumuniezhioù kêrioù, Kuzul Departamant, Kuzul rannvro, hag all) diskouez emañ a-unan gant mennad Breizh 5/5 en ur staliañ ur banell-hent « Breizh 5/5 » war an holl hentoù a gas dezhi ; gallout a rafe ivez lakaat ur blakennig war gement savadur a zo digor d’an dud.
D’an 30 a viz Even 2015 e voe staliet ar panelloù-hent Breizh 5/5 kentañ, en antreoù pemp kumun, unan e pep departamant eus Breizh istorel.

Stad an traoù d'ar 7 a viz Du 2018

Rouedad

kemmañ

Bez' ez eo neuze luskad « Breizh 5/5 » un doare da sevel ur rouedad ma vo hiniennoù, embregerezhioù prevez, sevenadurel pe foran o kenlabourat da ziskouez emaint a-du gant ur rannvro enni pemp departamant.
Evit reiñ danvez d’ar rouedad ez eus bet savet ul lec’hienn ma 'z eus skeudennoù hag a ziskouez penaos ec’h embann hag e vrud « Breizh 5/5 » (pegsunioù, plakennoù) hag a ro da c’houzout, ma kar, piv ez eo. Evel-se e vo skoazellet an embregerezhioù, ar c’hevredigezhioù hag ar c’henwerzhioù a boagn da vrudañ Breizh 5 departamant.
Bez’ ez eus ivez ur roll kelaouiñ evit reiñ da c’houzout ha da vodañ izili rouedad « Breizh 5/5 ».
Posubl eo ivez sikour da baeañ ur banell « Breizh 5/5 » a vo profet d’ur strollelezh nevez d'he sikour da vont gant ar gevredigezh. Gant ar memes soñj e vez miret an holl c'hounidoù a vez graet diwar ar gwerzhañ pegsunioù, plakennoù, T-shirtoù, seier a-benn sikour da lakaat pannelloù-hent e lec’h all war hentoù Breizh da astenn tachenn Breizh 5 war 5.

Oberoù

kemmañ
 
Panell Breizh 5/5 e Gwipavaz

Pep hini a c’hall diskouez e soñj en ur lakaat ur pegsun ouzh e garr, e voest-lizhiri. Gallout a reer ivez lakaat ur blakenn ouzh dor an ti, pe gwiskañ an T-shirt pe c’hoazh kaout un sac’h lien arouez Breizh 5 / 5 warnañ.

An oberourien armerzhel (marc’hadourien, artizaned, frankvicherourien, embregerezhioù bihan-pe-grenn, embregerezhioù etrebroadel) a c’hall ober heñvel dre staliañ plakennoù ouzh dorioù ar savadurioù pe dre lakaat pegsunioù ouzh kirri-tan an embregerezh, hag all.
An arouez a c’hall bezañ lakaet ivez evit kehentiñ, da lavaret eo war paper al lizhiroù, follennoù pleg-dibleg, bruderezh, lec’hiennoù Internet hag all.

Profañ T-shirtoù pe seier-lien arouez Breizh 5/5 warno a c’haller ober e-kerzh obererezhioù kehentiñ.

Un oberour sevenadurel (kevredigezh, kelc’h keltiek, sal arvestoù hag all), a c’hall ober heñvel gant plakennoù ha pegsunioù.

Ar strollelezhioù lec'hel foran, kumunioù, tolpadoù kêrioù, kuzulioù departamant, ar c’huzul Rannvro hag all, a c’hall lakaat panelloù e pep lec’h. Gallout a reont ivez lakaat plakennoù ouzh dorioù pep savadur foran.

Meur a zoare all a zo da lakaat Breizh 5/ 5 war wel : chupennoù, disglavierioù, gitonioù, bannieloù, hag all.

Liammoù diavaez

kemmañ