Bretagne 5 zo ur skingomz e Breizh hag ur gevredigezh[1]. Hervez Journal officiel de la République française, embannet d'an 11 a viz Ebrel 2015, eo aotreet da skignañ war 1 593 kHz[2]. Hervez o fennaennoù-stur emañ en o c'hefridi skignañ abadennoù e galleg, brezhoneg ha gallaoueg[3].

Ur strollad kamaladed a oa savet ar soñj eno 14 vloaz zo da sevel ur skingomz kevredigezhel. D'an 11 a viz Ebrel 2015 e voe Bretagne 5 aotreet gant ar CSA (Conseil Supérieur de l'Audiovisuel) da skignañ abadennoù.

Doare abadennoù

kemmañ
  • Jazz on air : abadenn sonerezh (Jazz, Soul, Swing, Blues...) ; Lun betek Sul, etre 9 eur hag 11 eur noz.

Skipailh ha kenlabourerien Bretagne 5

kemmañ
  • Nathalie Villalon : prezidantez.
  • Fréderic Guyon : teñzorer, e karg eus an danvez teknikel.
  • Stéphane Hamon : sekretour-meur.
  • Karine Doré : kronikourezh a-youl-vat.

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ