Brezel an erevent
Brezel an Erevent zo ur romant skrivet gant Marianna Donnart ha Moran Dipode.
An istor
kemmañE-barzh ur vro a faltazi ez eus savet brezel etre hudourien hag erevent. An erevent a zo euzhviled spontus, bras, gant askilli, hag a duf tan.
An tudennoù
kemmañSaki a zo ur studiourez war an hudouriezh. Lazhet eo bet he mestr gant an erevent, ur gefridi a zo ganti: bodañ ar varc'heien hag an holl hudourien evit bezañ trec'h er brezel.
Aaka zo ur marc'heg a sikour Saki e-barzh an istor. Yaouank ha brav eo.
Nöss zo un elf hag ur chaseour. Birou en doa bannet e eskell un aerouant. Gouest eo da waregiñ.
Malvira a zo un aerouantez. Mamm Sarnar eo, reiñ a ra he vi da Saki. Mamm Kilmano eo ivez.
Sarnar zo un aerouant. Breur bihan Kilmano ha mab Malvira eo. Advabet eo bet gant Saki .
Kilmano zo breur Sarnar ha mab Mavira. Roue an erevent eo Kilmano. C'hoant en deus da genderc'hel gant ar brezel.