Brezel ar Guararapes

Brezel ar Guararapes (pe Batalha dos Guararapes e portugaleg), zo ur brezel hag a c'hoarvezas e Pernambuco, e Brazil, er XVIIvet kantved, pa en em savas ar bobl da lakaat Izelvroiz er-maez.

Ar Batalha dos Guararapes, eoullivadur war lien gant Victor Meirelles de Lima.

Kentañ emgann

kemmañ

Eus an 18 d'an 19 a viz Ebrel 1648 e c'hoarvezas an emgann kentañ etre un armead izelvroat ha difennerien an Impalaeriezh Portugalat (Império Português), e Morro dos Guararapes, e Kabiteniezh Pernambuco, e Brasil Colonial, .

Adkemer Porto de Nazaré, e Cabo de Santo Agostinho, a felle d'an Izelvroiz, dindan ar c'horonal Sigismund Van Schkoppe, evit mirout ouzh degas pourvezioù d'ar stourmerien bortugalat.

Eil emgann

kemmañ

E miz C'hwevrer 1649 e voe emgann Jaboatão dos Guararapes e Pernambuco, ha trec'het e voe Izelvroiz, met chom a rejont er vro betek 1654, ha ne voe sinet ar peoc'h nemet e 1661.

Pennad kar

kemmañ