Brfxxccxxmnpcccclllmmnprxvclmnckssqlbb11116
Brfxxccxxmnpcccclllmmnprxvclmnckssqlbb11116 zo un anv-badez a vez distaget /ˈalˌbin/, evel an anv Albin, hag a oa bet roet e Sveden d'ur bugel e 1996[1].
Evit mont a-enep al lezenn svedat diwar-benn an anvioù e oa bet dibabet gant tud ar bugel reiñ anv ebet d'o bugel.
Met en Halmstad, e kreisteiz Sveden, e oant bet kondaonet da baeañ un dell-gastiz a 5 000 kurunenn (525 € pe war-dro) dre ma n'o doa ket gallet reiñ un anv dereat d'o bugel a-benn e 5 bloaz[2].
Evel respont e voe roet an anv-se, 43 lizherenn ennañ, war zigarez en doa ur ster patafizikel. Ne blijas ket d'al lez-varn, a greskas an dell-gastiz. Embann a reas Skol ar 'Patafizik e oa ur gaou ruz.
Neuze e klaskas an dud-se envel o bugel « A ». Ne blijas ket d'al lez-varn kennebeut, rak berzet eo an anvioù ul lizherenn hepken enne.
Daveoù
kemmañ- ↑ The Top 10 Dumbest Personal Names ever, lec'hienn 2spare.com
- ↑ No laughs for Swedes' name game, kemennadenn Reuters, 30 Mae 1996 (lenn un eilenn)