Brianza
Ar Brianza (italianeg : [briˈantsa] ; lombardeg : Briànsa [briˈãː(t)sa]) zo ur rannvro istorel eus Lombardia, en hanternoz da gêr Vilano, er c'hreisteiz da Lenn Como, hogen rannet etre meur a broviñs.
Bevennet eo gant ar ganol Canale Villoresi er c'hreisteiz, ar stêr Adda er reter, traoñiennoù an Triangolo Lariano betek eien al Lambro en hanternoz ha hini ar Seveso er c'hornôg. Petra bennak ma n'eus ensavadur tiriadel ebet d'ar Brianza ez eus ur santad kreñv a identelezh vrianzat e-touez ar vroidi.
Brianza en anvioù-lec'hioù
kemmañ- E proviñs Como : Alzate Brianza
- E proviñs Lecco : Annone di Brianza • Cassago Brianza • Castello di Brianza • Cesana Brianza •Colle Brianza • La Valletta Brianza •Monticello Brianza
- E proviñs Monza e Brianza : Agrate Brianza • Besana in Brianza • Carate Brianza • Cavenago di Brianza • Ronco Briantino • Verano Brianza
Istor
kemmañE Brianza edo an Insubred, Kelted anezho marteze, o chom.