Brigitta Scherzenfeldt
Brigitta Christina Scherzenfeldt, pe Bernow, Lindström, Ziems, ha Renat, (Bäckaskog, Sveden, 1684 – Stockholm 1736), a oa ur skrivagnerez-eñvorennoù ha gwiaderez a voe prizoniet gant ar Rused e-pad Brezel Bras an Hanternoz, sklavezet neuze, ha kaset da rouantelezh Kalmouked Kreizazia. Pa voe laosket da vont e kontas hec'h eñvorennoù. Dre hec'h eñvorennoù e c'haller gouzout penaos e oa ar vuhez e bro ar Galmouked en amzer-hont.
He buhez
kemmañHe yaouankiz
kemmañGanet e oa e maner Bäckaskog, e Skania, e Sveden. Merc'h e oa da Knut Scherzenfeldt, un den a ouenn uhel, letanant en arme Sveden, ha da Brigitta Tranander; Dimezet e voe d'ar soudard Mats Bernow e Livgardet en 1699, ha gantañ ez eas d'ar brezel e 1700. Bevañ a reas e Riga, ha pa varvas he fried en Thorn en 1703 ec'h addimezas d'an ofiser Johan Lindström.
Goude emgann Narva e 1704, e voe prizoniet an daou bried gant ar Rused, ha kaset da Voskou. Mervel a reas he gwaz e 1711. Addimeziñ a reas Birgitta en 1712, d'al letanant, Michael Ziems, ur prizoniad alaman a vrezel tapet gant ar Rused pa oa o servij en arme Sveden; neuze e voe kaset an daou bried da Siberia, da gêr Tobolsk.
Ziems, dre ma ne oa ket Svedat, ac'h eas da soudard en arme rus en 1715 da c'hounit o frankiz dezho o-daou. En 1716, Ziems
He distro
kemmañGallout a reas Brigitta Scherzenfeldt dont en-dro d'he bro gant Kalmouked hag a voe badezet neuze. Mervel a eure e 1736. He gwiskamant kalmouk seiz ruz a zo war ziskouez er Livrustkammaren e Stockholm.