Er yezhoniezh e vez implijet an termen brizhrenadenn (saoz.: dummy object) evit komz eus renadennoù yezhadurel hep daveenn fetis ebet, da lâret eo e vez implijet ur brizhraganv e plas strukturel renadenn ar frazenn hep ober dave da anv resis ebet.

Kemmañ a ra o implij a yezh da yezh. Talvezout a c'hellont e saozneg da skouer evit lakaat verboù nann-tranzitivel da vezañ tranzitivel, da skouer:

make ("ober") → make it ("ober bec'h")

Keñveriit:

Brizhraganv:
He made it to the top of the mountain
Daveenn it = [Ø]
("Dont a reas a-benn da dizhout krec'h ar menez")
Gwir raganv:
(He made a cake.) He made it with butter
Daveenn anaforel it = a cake
("Fardañ a reas ur wastell.) He fardañ a reas gant amann")

Gwelit ivez

kemmañ