Bro Kost' ar C'hoad
Bro Kost' ar C’hoad a zo ur vroig hengounel eus Breizh etre Kernev-Uhel ha Bro-Wened, er c'hornaoueg da Goad Kenekann. Hervez an ditourerien[1] eo bras pe vrasoc'h he zachenn. Lakaet e vez e-barzh:
- ent-ledan:
- Gwareg e Kernev
- Pellann, er "vro gwenedour"
- Perred, er "vro gwenedour"
- Berc'hed, er "vro gwenedour"
- ent-strizh:
- "lannaouier Gwareg", a zo e Pellann, hag er "vro gwenedour" eta.
- Pellann
- hag a-wechoù Perred
En degouezh-mañ emañ Berc'hed ha Perred "er c'hoadoù" tra ma 'mañ ar reoù all "kost' ar c'hoad".
Dañs
kemmañUn "dañs Kost' ar C'hoad" a zo, anavezet a-walc'h er festoù-noz, levezonet gant an dañs fisel, laridennoù Bro Pondi ha gavotennoù Pourlet.
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ Jean-Michel Guilcher, La tradition populaire de danse en Basse-Bretagne, Mouton & Co, 1963, p.195.