Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù

Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù (BIPM evit an anv ofisiel Bureau international des poids et mesures) a zo unan eus an tri aozadur savet evit delc'her ar sistem unanennoù etrebroadel (SI) evel ma oa bet termenet gant Kenemglev ar metr.

Lec'hiet eo e Pavillon de Breuteuil e Sèvres, Frañs, a zo dezhañ un dezvad e-maez-tiriad. Dre se ne voe ket aloubet gant an Alamaned e-pad an eil brezel bed.

Kefridi

kemmañ

Hervez e lec'hienn ofisiel :

Ar BIPM a zo en e garg diogeliñ peurunvanidigezh ar muzulioù er bed a-bezh hag o zresuster d'ar Sistem unanennoù etrebroadel.
Labourat a ra dindan aotrouniezh Kenemglev ar Metr a zo anezhañ ur feur-emglev diplomatel skoulmet etre ur riez hag hanter-kant (sifroù 2005), ha seveniñ a ra e garg dre un toullad Kuzuliadegoù aliañ a zo o izili labourvaoù metrologiezh broadel eus ar Stadoù ezel eus Kenemglev ar Metr, ha dre e labour dezhañ e-unan sevenenet en e labourva.
Kas a ra ar BIPM enklaskoù liammet gant ar muzulioù. Aozañ a ra, pe kemer a ra perzh e keñveriadennoù etrebroadel ar stalonoù muzuliañ broadel, ha kas a ra stalonadennoù da benn evit ar Stadoù ezel.

Ar BIPM a zo ivez en e garg delc'her an Amzer hollvedel kenurzhiet (UTC) a zo anezhañ skeul an amzer a vez kaset diwarni ar frekañsoù dave hag ar signaloù-eur er bed a-bezh en un doare kenurzhiet.

Daou aozadur all a zo en o c'harg delc'hel ar sistem unanennoù etrebroadel :

Da gentañ penn e teu orin Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù eus an diviz ober gant ar sistem degel kemeret war atiz Gaspard Monge.

D'an 20 a viz Mae 1875 e voe sinet Kenemglev ar metr gant seitek Stad. Krouet e voe Burev Etrebroadel ar Pouezioù hag ar Muzulioù an dro-se.

Gant ar Pavillon de Breuteuil e Sèvres e vez roet bod d'ar BIPM abaoe 1884 ma voe lakaet ar savadur gouestlet d'al labourvaoù da vont en-dro.

E 1889 e voe asantet da bimpatromoù etrebroadel nevez ar metr hag ar c'hilogram gant kentañ Kendalc'h Meur ar Pouezioù hag ar Muzulioù a c'houlennas e vefent lakaet ent ofisiel er Pavillon de Breuteuil.

Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ