Kenemglev ar metr zo ur skrid-emglev etrebroadel skrivet e galleg (Convention du Mètre) ha sinet d'an 20 a viz Mae 1875 gant 17 riez hag en deus da bal unaniñ ar pouezioù hag ar muzulioù war an dachenn etrebroadel. Adrenket e voe e 1921 gant ar 6vet CGPM. E 1960 e voe adanvet ar sistem unanennoù bet diazezet gantañ Système international d'unités (SI) ("Sistem unanennoù etrebroadel").

Tri aozadur a zo bet krouet gant ar C'henemglev :

En o c'hichen ez eus dek "kuzuliadeg aliañ" ("CC"), da skouer : "Comité consultatif d'électricité et magnétisme (CCEM)".

Sinerien

kemmañ

Gant 17 siner e voe roet lañs d'ar skrid-emglev e penn kentañ. Kresket e voe o niver betek 21 e 1900, 32 e 1950, 44 e 1975, 48 e 1997 ha 49 e 2001. E miz Here 2005 ez eus 51 siner :

Seitek riez all a zo kevredet gant ar C'henemglev :

Liammoù diavaez

kemmañ