Buru zo unan eus inizi Maluku e reter Indonezia.

Buru
enezenn
Rann eusInizi Maluku Kemmañ
AnvBuru Kemmañ
Anv er yezh a orinPulau Buru Kemmañ
StadIndonezia Kemmañ
E tiriadMaluku Kemmañ
Lec'hMor Banda Kemmañ
War riblSeram Sea, Mor Banda Kemmañ
Daveennoù douaroniel3°25′30″S 126°40′3″E Kemmañ
Poent uhelañMount Kapalatmada Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Buru Kemmañ
Map
Pelec'h emañ Buru en enezeg Indonezia

En em astenn a ra Buru war 9 505 km2 hag annezet eo gant 135 000 a dud (e 2009). Namlea eo ar gêr-benn. Emañ Buru er c'hornôg d'an inizi Seram hag Ambon, e proviñs Maluku.

Da vare ren ar prezidant Suharto war Indonezia, e teuas enez Buru da vezañ anavezet evel al lec'h ma veze bac'het prizonidi bolitikel. E-touez ar brizonidi-se e voe Pramoedya Ananta Toer, unan eus ar skrivagnerien indonezek brudetañ.

Evel ar peurrest eus enezeg Maluku emañ Buru e tolead linenn Wallace, un tolead a bouez bras evit ar skiantourien abalamour da liesseurted ar gouennoù plant ha loened ennañ, a-c'haoliad etre toleadoù gevred Azia hag Okeania. E-touez ar spesadoù bronneged dibar da enez Buru ha d'an enezennoùigoù tro-dro emañ ar Babirousa blevek.

Liammoù diavaez

kemmañ