Mor Banda
mor
Mor Banda zo ur mor bihan en Indonezia, etre enezeg Sulawesi er c'hornôg, an inizi Maluku hag inizi all evel Timor er su.
E-kreiz ar mor-se emañ inizi Banda, bihan a-walc'h, a ro o anv d'al ledennad vor. En em astenn a ra a-hed ur 1.000 km a reter da gornôg hag a-hed 500 km eus an norzh d'ar su. Aliezik e c'hoarvez krenoù-douar en tolead-se, dre m'emañ e kroashent plakennoù tektonik Eurazia, ar Meurvor Habask hag Aostralia.