C'est pas sorcier zo un abadenn skinwel e bal ledañ an deskamant skiantel d'ar vugale, kinniget gant Frédéric Courant, Jamy Gourmaud ha Sabine Quindou, ha skignet adalek ar 17 a viz Here 1993 betek an 28 a viz Even 2014 war ar chadenn skinwel gall France 3. Adskignet e vez alies war France 4, TV5 Monde, France Ô, Gulli hag ar chadenn velgiat La Trois. Kinniget eo holl rannoù ar gelaouenn digoust war Youtube.

En ur c'harr-samm bleniet gant Marcel (ha ne weler james) e tispleg Jamy da Fred pe Sabine, aet war al lec'h, darvoudoù naturel pe teknikoù war a bep seurt sujedoù a c'hell bezañ danevellet ouzhpenn gant ar "vouezhig" (Valérie Guerlain).

Ul levezon bras he deus bet an abadenn war an deskadurezh skiantel e-touez ar vugale hag implijet eo bet alies er skolioù abalamour d'he doare splann da zisplegañ sujedoù teknikel.