Jamy Gourmaud, brudetoc'h dre e anv-bihan nemetken Jamy (17 a viz Genver 1964, Fontenay-le-Comte) zo ur c'hazetenner, kinniger skinwel ha leder deskamant gall. Kinniget en deus meur a abadenn-dele skiantel war France 3, da skouer an hini brudetañ C'est pas sorcier adalek 1993 betek 2014 e-lec'h ma tisplege sujedoù teknikel ha naturel d'ar vugale gant sikour maketennoù, asambles gant Frédéric Courant ha Sabine Quindou. Kinnig a ra an abadenn Le Monde de Jamy war an hevelep chadenn.

Da vare ar prantad-kraouiañ a zo bet e Frañs e 2020 e kinnige bemdez ur "gabulenn-graouiañ" (capsule de confinement) war YouTube evit displegañ berr-ha-berr un draig bennak liammet ouzh an natur pe an deknologiezh.