C'han a zo un lesanv istorel turk-mongol (pe holldurkek) anavezet e-touez ar meuriadoù kantreer a oa gwezhall e Stepenn vras kreiz ha Reter Azia, evit envel ur penn bras pe ur rener bras kevatal da roue. Da gentañ e teuas war-wel e-touez ar Rouraned, ha goude, e-touez ar Gözturked, evel un eilstumm eus c’hagan (unpenn pe impalaer), ur penn dindanañ e oa. E-barzh impalaeriezh ar Seldjouked e oa uhelañ lesanv an noblañs, a-us malik (roue) pe emir (priñs). E-barzh Impalaeriezh ar Vongoled e veze roet da benn ur meuriad (ulus) ha c'hagan a veze graet eus mestr an holl Vongoled, impalaer ar Vongoled. Pelloc'h e kollas e bouez, ken e teuas, en India raktrevadennel, da vezañ lesanv ar jeneraled pe al lesaerien. Deuet eo da vezañ ul lodenn eus anvioù-tud, tudjentil pe get.