Krouet e oa bet an ensavadur Conférence européenne des administrations des postes et télécommunications) pe CEPT (brezhoneg : Kuzuliadeg Europat Melestradurezhioù ar Postoù hag ar Pellgehenterezh) d'ar 26 a viz Mezheven 1959 e Montreux (Bro-Suis) evit kenurzhiañ an aozadurioù postel ha pellgehentiñ e-touez Stadoù Europa. Implijet e vez an akronim CEPT en e stumm gallek e yezhoù all.

Logo ar CEPT

Krouet e oa bet CEPT gant naontek Stad, 48 stad a oa ezel anezhañ betek 2022 (Rusia ha Belarus zo bet skarzhet ar bloaz-se didermen).

Timbroù Europa

kemmañ

Embannet e vez pep bloaz un timbr pe ur c’houblad timbroù Europa gant izili ar CEPT.

Embannet e oa bet kentañ timbroù Europa d'ar 15 a viz Kerzu 1956 gant ar c'hwec'h ezel diazezer eus Kumuniezh Europa evit ar glaou hag an dir (KEGD). Heñvel evit an holl anezho e oa boutin an tres : un tour savet diwar lizherennoù ar ger "EUROPA”, anv ar vro o vezañ war vord dehou an timbroù. E 1959 e voe krouet Kuzuliadeg Europat Melestradurezhioù ar Postoù hag ar Pellgehenterezh (CEPT) hag, adalek 1960, e voe skrivet al lizherennoù kentañ "CEPT" war an timbroù embannet a-gevret.

Eeun-tre ha unliv e voe an timbroù e-pad ar bloazioù kentañ, o lakaat war-wel ar ger EUROPA hepmuiken. E 1974 e voe kinniget da bep Stad ijinañ un dresadenn diwar un tem hepken : pezhioù-artizanel, gweledvaoù, savadurioù…

 
Logo PostEurop

Adalek 1993 n’eo mui CEPT a ra war-dro an timbroù Europa met ar gevredigezh PostEurop.

Berzh an timbroù Europa e-touez an dastumerien a vroudas meur a velestradurezh post eus broioù bihan pe tiriadoù Europa da gemer perzh er bloavezhioù 1970. Andorra a embann timbroù Europa abaoe 1966 (melestradurezh Frañs) ha 1972 (melestradurezh Spagn). N'hall ket Andorra mont e-barzh PostEurop peogwir e vez meret he reizhiad postel en un doare dizalc'h gant Bro-C'hall ha Spagn. Enez Vanav ha Gwernenez o deus embannet timbroù Europa evit ar wech kentañ e 1976, heuliet gant Jerzenez e 1978. Gant fin an Unvaniezh Soviedel e tiwanas Stadoù nevez, ha tizhet e voe 59 ezel er bloavezhioù 2000.


Liamm diavaez

kemmañ