CNews
CNews (berradur Canal News), anvet I-Télévision ha goude-se I-Télé en e a-raok (skrivet raloc'h iTélé pe I>Télé), zo ur chadenn skinwel c'hall keleier dizehan. Perc'hennet eo gant ar strollad Canal+, ur skourr eus ar strollad Vivendi, perc'hennet dre an ti-eskemm gant Bolloré, renet gant Vincent Bolloré.
Tachenn obererezhioù | kazetennerezh |
---|---|
Deiziad krouiñ | 4 Du 1999 |
Kondaonet evit | incitement of the people |
Stad | Frañs |
Political alignment | right-wing extremism |
Perc'hennet gant | Groupe Canal+ |
Sez sokial | Boulogne-Billancourt |
Oberataer | Société d'exploitation d'un service d'information |
Lec'hienn ofisiel | http://www.cnews.fr/ |
Streaming media URL | https://www.cnews.fr/le-direct |
Channel number | 16 |
Ar chadenn skinwel a oa bet adanvet CNews d'ar 27 a viz C'hwevrer 2017 da 5 h 58, an adenvel a oa bet stanket dre an harz-labour hirañ abaoe krouidigezh ar chadenn. Normalamant an anv nevez a oa da dalvezout adalek ar 24 a viz Here 2016. An anv Canal News a implij ar ger « Canal » hag a vez adkavet e chadennoù all ar strollad evel C8 (D8 a-raok) ha CStar (D17 a-raok). An anvioù nevez roet d'an teir chadenn skinwel digoust a zo un doare anat da dostaat anezho diouzh ar strollad Canal+ ha neuze diouzh ar chadennoù da baeañ.