Caerhun zo ur gumuniezh, bet parrez, war lez kleiz ar Stêr Conwy, er c'hreisteiz da Henryd hag en hanternoz da Dolgarrog, e bwrdeisdref Conwy, en hanternoz Kembre.

Iliz ar Werc'hez Vari e Caerhun.
Ar stêr Conwy gwelet eus bered Caerhun.

E 2011 e oa poblet gant 1292 a dud, ha 44,6% anezho a oa kembraegerien[1].

Istor kemmañ

En-dro d'an iliz-parrez, eus ar XIVvet kantved, emañ an aspadennoù eus kreñvlec'h roman Canovium. Goude ma voe kuitaet Enez Vreizh gant ar Romaned, e 410, e oa ar c'hreñvlec'h-se etre daouarn ar roue Rhun Hir eus Rouantelezh Gwynedd, a roas e anv kembraek d'al lec'h, Caer Rhun.

An anv Canuvium a gaver meneget e meur a lec'h :

  • Enskrivadur, RIB 2265, (maen-bonn miltir) : A KANOVIO M P VIII = eizh mil paz kent Kanovio
  • IA 4826 (Iter XI) : CONOVIO
  • Ravenna 10643 : CANUBIO

Deuet e vefe an anv-se eus *cano = ruz[2]

Notennoù kemmañ

  1. Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics.
  2. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Édition 1982.