Calcio storico fiorentino
Ar c'hoari Calcio storico fiorentino (pe calcio in costume, calcio in livrea en italianeg) zo ur c'hoari italian eus kêr Firenze dibenn ar Grennamzer ha gwelet gant lod evel ur c'hoari tad d'ar vell-droad. Mervel a reas an hengoun en XVIIIvet kantved, met adkroget e voe d'e c'hoari er bloavezhioù 1930. Ur gevezadeg etre pevar c'harter a vez bep bloaz er piazza Santa Croce.
Daou strollad a 27 c'hoarier a vez. n'eus ket nemeur a reolennoù, ha dañjerus kenañ eo.