Carina
anv merc’hed
Carina zo un anv-badez danek, italianek ha portugalek ivez.
Gerdarzh
kemmañLod a gred e teu eus an italianeg, eus ar ger cara, ker, gant un dibenn-ger bihanaat -ina. Gwir eo ez eus meneg eus ar stumm Carino evit ar baotred, hag eus an anv latin Carinus.
Marteze avat n'eo nemet un adstumm eus Karin, gant un dibenn -a, hag ur c'hemm etre al lizherennoù C ha K, evel ma c'hoarvez gant anvioù-badez all, Carolina /Karolina, Carla/Karla, ha re all. Ha gouzout a reer e teu Carin, Karin, ha Karina, eus an anv Katharina.
E gwirionez e c'hall daou anv, e broioù disheñvel, ha disheñvel o orin, bezañ heñvelson ha dont da vout kemmesket e spered an dud.
Stummoù all
kemmañ- Carino, anv italianek
Yezhoù all
kemmañ- Karina, en alamaneg
Tud
kemmañ- Carina Beduschi, Miss Brazil e 2005, gizourez vrazilian
- Carina Christensen, politikourez danat
- Carina Gödecke, politikourez alaman
- Carina Lau, aktourez sinaat
- Carina Ljungdahl, neuierez svedat
- Carina Massone Negrone (1911 – 1991), markizez italian hag aerlomanez
- Carina Raich, skierez aostrian.
- Carina Wiese, ganet e 1968, aktourez alaman
Lec'hanvadurezh
kemmañAostralia
kemmañSteredoniezh
kemmañ- Ar steredeg Carina (steredeg),
- An asteroidenn (491) Carina