Carl Johan Sverdrup Marstrander (26 a viz Du 1883 - 23 a viz Kerzu 1965) a oa ur yezhoniour norvegiat en deus labouret war ar yezhoù keltiek.

Carl Marstrander.

Goude studioù yezhoniezh e skol-veur Oslo, ez eas da zeskiñ iwerzhoneg enez An Blascaod Mór, e 1907. E 1910 e voe anvet da gelenner e Dulenn, er "School of Irish Learning". Labourat a reas er bloavezhioù 1910–14 evit Geriadur istorel an iwerzhoneg ("Dictionary of the Irish Language") a voe embannet al levrenn gentañ anezhañ e 1913. E 1913 ivez e voe anvet Marstrander da gelenn ar yezhoù keltiek e skol-veur Oslo. Eno e chomas betek mont war e leve e 1954. Meur a veaj a reas, da studiañ iwerzhoneg, hag ivez brezhoneg, er bloavezhioù 1919-1922, ha manaveg, etre 1929 ha 1932.

Ouzhpenn pennadoù e-barzh ar Revue Celtique hag ar Zeitschrift für celtische Philologie e embannas skridoù ivez er gelaouenn norvegek savet gantañ e 1928, Norsk Tidsskrift for Sprogvidenskap.

Dedennet-bras e oa Marstrander gant an darempred etre ar Vikinged hag ar Ouezeled er Grennamzer uhelañ ha meur a skrid en deus embannet war an danvez-se, evel Bidrag til det Norske Sprogs historie i Irland (1915). Enrollañ a reas manavegerien d'ur mare ma ne oa ket kalz anezho ken. Enklaskoù a reas e Breizh ivez, e meur a lec'h er vro a zo etre Konk-Kerne hag ar Pouldu[1].

Notennoù

kemmañ
  1. Adkavet eo bet an enklaskoù-se hag a oa chomet diembann betek-henn : Daniel Le Bris ha Lars Ivar Widerøe, Les enquêtes dialectologiques de Carl J.S. Marstrander réalisées en Bretagne de 1919 à 1922, Cultures, langues et imaginaires de l'Arc Atlantique, TIR, 2010 (ISBN 978-2-917681-05-3) pe Carl J. S. Marstranders dialektstudier i Bretagne (no)