Carl Michael Bellman
Carl Michael Bellman, ganet en 1740, ha marvet en 1795, a oa ur barzh svedek brudet dre e ganaouennoù da evañ ha sonioù erotek, hag a blijas kenañ d'ar roue Gustav III. Lesanvet e voe Anakreon Sveden.
Savet en deus sonioù fentus diwar-benn tavarnioù Stockholm ha gwall blanedennoù tud tapet gant ar boeson, ar gasterezh, ar garantez, ar c'hleñvedoù hag ar marv .
Troidigezhioù
kemmañKanet eo bet kanaouennoù Bellman gant kalz a ganerien svedek, e lazoù-kanañ. Troet ez eus bet lod e meur a yezh, saozneg hag alamaneg. Hans Christian Andersen an hini kentañ a reas troidigezhioù e daneg.
Notennoù
kemmañ
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- G.Ljunggren, Bellman och Fredmans epistlar, Stockholm, 1867
- N.Afzelius, Myt och bild i Bellmans dikt, Copenaghen, 1947