Carmen Dauset Moreno, anavezetoc'h evel Carmencita (Almería, 1868 - 1910) a oa ur gorollerez spagnol.

Carmencita.

Ganet e oa en Almería, hag aet da chom da SUA. Brudet e voe dre ur film berr, anvet Carmencita, ha dre boltredoù anezhi a zo bet graet gant John Singer Sargent, William Merrit Chase ha James Beckworth.

Diwar a glever e film an istorour C. Musser, e oa Carmencita ar c'hentañ maouez dirak kamera Edison, ha neuze moarvat ar c'hentañ maouez en ur film e SUA.
Er film Carmencita e voe filmet o tañsal e ti Koster & Bial's e New York, maveze war al leurenn abaoe miz C'hwevrer 1890.

Carmencita er film Carmencita.

Poltredet e voe gant livourien brudet evel John Singer Sargent, William Merritt Chase ha James Beckworth.


Liamm diavaez kemmañ