Carmine Crocco, lesanvet Donatello, pe Donatelli (1830 -1905) a oa ur brigant italian eus Basilicate marvet er vac'h e Portoferraio. Poent a oa edo e penn ur vandennad 2000 den, etre briganterezh ha skoazell d'ar Vourboned, tiegezh rouaned Naplez, haroz poblek enebour da rouaned Italia eus tiegezh Savoia.

Carmine Crocco
  • Il brigante è come la serpe, se non la stuzzichi non ti morde (Ar vriganted zo evel an naered: ma ne hegez ket anezho ne flemmont ket ac'hanout).
    Carmine Crocco[1]

Soudard e voe en arme ar Vourboned, dezertour, partizan en arme Garibaldi, troet a-du gant ar roue, hag a-benn ar fin evitañ e-unan, hogen disheñvel diouzh briganted all e amzer dre ma rae gant doareoù ur penn-arme ha ma vestronie troioù ar brezelig war ar maez.

En 1864 e voe harzet pa oa o klask repu e Stadoù ar Pab. E 1870 e voe kaset dirak ul levarn italian, kondaonet d'ar marv, ha goude d'ar vac'h-hed-buhez. Neuze e skrivas e vuhez a voe brudet en Italia penn-da-benn, hag a voe studiet gant istorourien, yezhourien, hag all.

E deroù an XXvet kantved ne oa nemet ul laer hag un drouklazher. Abaoe ar bloavezhioù 1950 eo gwelet gant dalc'hidi ar skol adwelourien evel « kaser dispac'h ar gouerien». Tabut zo c'hoazh diwar e benn.


Notennoù

kemmañ
  1. Ribolla, p. 61.

Liammoù diavaeez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.