Kazamañs
(Adkaset eus Casamance)
Kasamansa (fouleg ha wolofeg ; Casamança e portugaleg, Casamance e galleg, bet "brezhonekaet" e Kazamañs [1],[2]) zo ur rannvro, istorel ha naturel e mervent Senegal, etre Ginea-Bissau er Su ha Gambia en Norzh, he disrann diouzh hanternoz Senegal.
Div rannvro zo e Kasamansa : Ziguinchor er c'hornôg ha Kolda er reter.
Lec'hanvadurezh
kemmañDont a ra an anv eus ar malinkeeg Kasa mansa a dalvez "roue Kasa" ; Kasa a oa ur rouantelezh kozh[3].
An anv Kasamansa zo bet gallekaet gant an drevadennerien ha roet d'ar Stêr Casamance, alese anv ar rannvro.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Roche, Christian. Histoire de la Casamance, conquête et résisante (1850-1920). Paris : Karthala, 2000 (ISBN 978-2-86537-125-9)
Notennoù ha daveoù
kemmañ- ↑ « (…) genidik eus bro Gazamañs », Roparzh Broudig, Gwrez an Trovanoù, Hor Yezh, 1991, p.54.
- ↑ Pennad er gelaouenn Ya!
- ↑ Roche, 2000, p.23.