Castle (stirad skinwel)

Castle a zo ur stirad skinwel stadunanat krouet gant Andrew W. Marlowe (war ar skeudenn), 157 rann a 42 munutenn ennañ. Bet eo bet skignet abaoe an 9 a viz Meurzh 2009 asambles er Stadoù-Unanet gant American Broadcasting Company (ABC) hag e Kanada aux gant CTV Television Network.

Los Angeles, lec'h ma eo bet troet ar stirad

Skignet e vez e Frañs abaoe ar 5 a viz Gouere 2010 war France 2.

An istor kemmañ

Ur skrivagner evrogneveziat brudet a romantoù polis, Richard Castle, a zo erru skuizh gant e haroz Derrick Storm. Souezhet eo an holl pa ziviz e lazhañ en e levr diwezhañ.

E-kerzh an abadenn aozet gant e embanner evit lidañ ermaeziadenn al levr e kej Richard gant al letanant polis Kate Beckett. Ul lennerez feal eo ha karget eo d'ober un enklask a-zivout muntroù heñvel ouzh ar re bet ijinet gant Richard en e levrioù.

Ur wech diskoulmet an afer e c'houlenn Castle digant e vignon ar maer an aotre da gemer perzh evel alier en enklaskoù da zont al letanant Beckett. Dedennet-kenañ eo gant personelezh ar vaouez yaouank ha c'hoant en deus ober ganti harozez ur rummad nevez a romantoù : Nikki Heat.

Hegaset eo hi gantañ er penn kentañ met dre ma labouront asambles war an enklaskoù e tiwan karantez etre an daou daoust dezho klask kuzhat o santadoù e-pad pell.

Aktourien kemmañ

 
Fillion e Comic-Con International e San Diego e 2012.
 
Katic e Mae 2010