Catalina de los Ríos y Lisperger
Catalina de los Ríos y Lisperger, ganet e 1604 e Santiago de Chile, ha marvet eno ivez e 1665, anavezet evel La Quintrala, a oa un itron a renk uhel ha perc'hennez douaroù e Chile en amzer an drevadenn. Brudet e oa he c'hened hag he c'hrizded ouzh he mevelien ha mitizhien. Barnet e voe peogwir he dije bet lazhet ouzhpenn 40 a dud. Deuet eo da vout pimpatrom ar gwaskerezh spagnol en eñvor pobl Chile, ha hini ar vaouez fallakr.