Cath Maige Tuired (iwerzhoneg a-vremañ: Cath Maighe Tuireadh; a dalv. "Emgann Magh Tuireadh") zo anv daou emgann kontet e gwengeloù Iwerzhon. An daou emgann a c'hoarvezas e Connacht: an hini kentañ e tiriad Conmhaícne Cúile Tuireadh nepell eus Cong, e Kontelezh Mayo, an eil a c'hoarvezas e-kichen Loch Arbhach e Kontelezh Sligeach. An daou a ziskouez kurioù gourvibion Danann, da gentañ a-enep ar Fir Bolg, hag a-enep ar fomorianed goude.

Kannadour ar Fir Bolg hag ur gourvab d'an doueez Danann o komz a-raok mont d'an emgann e Maige Tuired, skeudenn gant Stephen Reid evit Myths & Legends of the Celtic Race gant T. W. Rolleston's, 1911

Gerdarzh

kemmañ

Ar ger Cath zo ur ger keltiek tost d'ar ger brezhonek Kad, hag a dalv un emgann, ur stourm. Maigh a dalv ur gompezenn (un orin heñvel hag ar ger brezhonek "maez"). Soñjal a raer eo Tuired (iw. a-vremañ: Tuireadh) ur ger a dalv "tourioù" pe "peulioù" (skeudenn ur peul a dalv marteze un haroz, ur penn-brezel), hogen troet eo bet e "un hirvoud" gant ar "Royal Irish Academy’s Dictionary of the Irish Language". Gallout a rafe bezañ troet evel: "Emgann Kompezenn ar Peulioù", "Emgann Kompezenn an Harozed", pe "Emgann ar Gompezenn Hirvoudus".

E brezhoneg

kemmañ

Troet e oa bet ar veurzanevell e brezhoneg gant G. B. Kerverziou hag Arzel Even hag embannet e oa bet er gelaouenn Al Liamm etre 1947 ha 1951 :

  • Kad Mag Tured, Al Liamm, 6/21, 8/17, 11/13, 12/86, 24/49, 25/78, 28/64 ha Tir na nOg 5/13.