Catherine-Charlotte de Gramont

Catherine Charlotte de Gramont a oa ganet en 1639 ha marvet d'ar 4 a viz Mezheven 1678 e Pariz.

Catherine Charlotte de Gramont

Merc'h e oa d'an dug Antoine de Gramont, marichal Bro-C'hall. Koant-kaer e oa hervez ar vrud, fresk evel ur sorbedenn, speredek-bras ha prim he zeod.

En 1660 e timezas d'ar priñs Louis Ier de Monaco, dug Valentinois, un Italian glorius ha pizh . Tri bugel he doe Catherine, Antoine, Anne ha Honoré. O chom e oant e lez Bro-C'hall, e kastell Versailhez. Hervez an teodoù fall e oa serc'h d'he c'henderv Puyguilhem, anavezet evel dug Lauzun. Displijout a rejont d'ar roue hag urzh o doe da vont da Monako ma oa he fried Louis da ren ur pe zeiz. Daou vloaz goude e varvas Honoré II, an tad-kozh, ha setu Louis priñs Monako. Urpennad goude e voe galvet Catherine ha Louis d'al lez en-dro. Ober a rae-hi war-dro ti Madame, Henriette d'Angleterre, c'hoar-gaer ar roue gall Loeiz XIV. Brudet e oa kened Catherine, ma voe sachet un toullad gwazed d'al lez gant ar vrud. Lesanvet e voe le Torrent ha Madame de Sévigné a skrivas e oa naonek a blijadurezhioù .

Poltred gant Jean Nocret.

D'ar poent-se e oa krog ar roue da vezañ skuizh gant e serc'h Louise de la Vallière, ha lakaat a reas Catherine en he lec'h e-pad un toullad mizioù. Henriette d'Angleterre e gwirionez a grede e tistroje ar roue dezhi eo he devoa kaset Catherine davetañ. Rebech ebet ne reas Louise d'he serc'heg roueel han'en dije ket gouzañvet klevet hini ebet n'eus forzh penaos, rak gwelloc'h e kave ar merc'hed sentus ha tavedek. Louis, priñs Monako, a voe kaset eus al lez da vont da vrezeliñ evit ar roue.
Prestik e voe dilezet Catherine gant ar roue a oa krog da sellout ouzh Madame de Montespan. Darn o deus lavaret e voe Catherine serc'h da Henriette d'Angleterre ha d'ar roue war un dro.

Distreiñ a rankas da Vonako e 1668, harluet abalamour d'he c'harantezioù. E 1672, e tistroas da Bariz hag e tispartias diouzh he fried.

Mervel a eure Catherine de Gramont e 1678 e Pariz.

Levrlennadur

kemmañ
  • W. H. Lewis: Assault on Olympus; the rise of the House of Gramont between 1604 and 1678. New York, Harcourt, Brace (1958)

Pennad kar

kemmañ