Catherine Hayes (muntrerez)

Catherine Hayes, pe Catharine Hayes, ganet e 1690 ha lakaet d'ar marv d'an 9 a viz Mae 1726, a oa ur vuntrerez saoz, kondaonet da vezañ devet en bev dre m'he devoa muntret ha gwaz.

Penn John Hayes diskouezet ouzh ur pik d'an holl evit gouzout penn piv a oa bet adkavet.

Ganet e oa Catherine Hall e-kichen Birmingham er bloaz 1690. Da 16 vloaz e timezas gant John Hayes, ur c'halvez. Dilojañ a reas ar priedoù da Londrez ha derc'hel ur stal vihan en Oxford Road, Tyburn, ha war ar memes tro e veze feurmet kambreier ganto. E fin ar bloaz 1725, daou zen anvet Thomas Wood ha Thomas Billings a voe lojet gant ar c'houblad. Catherine Hayes a oa mamm 12 bugel d'ar mare-se. Afer a oa etre ar wreg hag an daou zen, ar re-se a zivizas lazhañ John Hayes. D'ar 1añ a viz Meurzh 1726 e voe mezvet ar gwaz ha lazhet gant an tri.

 
Devadenn Catherine Hayes.

Ur wech muntret e voe troc'het ar c'horf a dammoù ha bannet en ul lenn e Marylebone. Ar penn a voe bannet en Thames hag a voe adkavet an devezh war-lerc'h. Diskouezet e voe ar penn war porzh iliz St Margaret's, e Westminster, e-pad meur a zevezh, anavezet e voe John Hayes. D'ar 24 a viz Meurzh e voe adkavet peurrest ar c'horf. Catherine Hayes ha Billings a oa bet harzet en a-raok dre surentez. Wood a voe harzet nebeut amzer goude, hag a anzavas ar muntr. Billings a anzavas ivez bezañ bet kemeret perzh er muntr, met Hayes a nac'has bezañ bet kelaouet eus ar muntr.

Ar varnadenn

kemmañ

E-pad ar varnadenn, Hayes a daelas not guilty (digablus), met a voe kondaonet memestra. Kondaonet e voe da vezañ devet ouzh ar peul (burned at the stake). Wood ha Billings a voe kondaonet d'ar groug. An afer a voe brudet buan hag a zedennas kalz ar boblañs, meur a zen a noblañs uhel a zeuas da arvestiñ ouzh ar prosez.

Ar boan a varv

kemmañ

A-raok an 9 a viz Mae, devezh ar boan a varv, Wood a varve e toull-bac'h Newgate. Hayes a c'hwitas e daol d'en em lazhañ dre ampoezon. D'an 9 a viz Mae, e voe staget ouzh ar peul e Tyburn gant un harnez tro-dro d'he c'houzoug. Un dezrevell a embannas "ar bourevier a c'hwitas pa glaskas mougañ anezhi dre ma devas ar gordenn, ar vaouez a varvas a-benn ar fin pa voe bannet un tamm koad en he benn a lakaas he empenn da vont maez". Goude-se e voe embannet e oa bet Hayes ar vaouez ziwezhañ da vezañ bet devet dre abeg ur petty treason (memes ma gendalc'has devadenn korfoù ar vaouezed kondaonet d'ar marv betek 1790)".

Billings a voe krouget dre chadennoù e Marylebone Fields. Skrivet e voe kanouennoù war torfed Hayes, ur c'hazetenner eus al London Journal a geñverias muntr John Hayes gant ar pezh-c'hoari Arden de Faversham. William Makepeace Thackeray a awenas e istor Catherine hag a voe embannet evit ar wech gentañ er Fraser's Magazine e 1839–40, war buhez Catherine Hayes.