Ceatharlach
Ceatharlach (Carlow e saozneg) zo ur gêr eus Iwerzhon, er c'hreisteiz, e kontelezh Ceatharlach. Emañ war-hed 80 km bennak er mervent d'ar gêr-benn, Dulenn, war lez ar stêr An Bhearu (Barrow).
Un iliz-veur zo e kêr hag e-kichen emañ Kastell Ceatharlach, a voe savet en XIIIvet kantved gant William Marshal, mab-kaer "Strongbow" (Richard Fitz Gilbert de Clare, eil kont Penfro), unan eus an noblañsoù norman a aloubas Iwerzhon.