Center for Public Integrity

Center for Public Integrity
Center for Public Integrity
Broadelezh  Stadunanat
Doare Kazetennerezh enklask
Pal Diskuliañ torfedourien
Deiziad krouidigezh Meurzh 1989
Padelezh 1989-bremañ
Lec'h pennañ Washington, DC
Pennoù Peter Bale
Lec'hienn internet www.publicintegrity.org

Center for Public Integrity (CPI), "Kreizenn evit ar beurlealded foran", zo un aozadur kazetenniñ digorvo a glask diskuliañ an torfedoù liammet gant an arc'hant, ar goubrenerezh hag an implijoù fall graet eus ar galloudoù foran.
Gant 50 ezel enni ec'h eo ar CPI unan eus ar brasañ kreizennoù enklask digorvo ha neptu e Stadoù Unanet Amerika. E 2014 e voe roet ar Priz Pulitzer dezhi evit e labour enklask.

Ar CPI a embann he enklaskoù dre he lec'hienn Internet ha goude-se en em skign ar c'heleier dre Amerika ha dre ar bed.
E 2004, he levr The Buying of the President a oa bet e-touez gwerzhadennoù gwellañ an New York Times e-pad tri miz[1].

Pal ar CPI

kemmañ

Pal ar CPI eo :

To reveal abuses of power, corruption and dereliction of duty by powerful public and private institutions in order to cause them to operate with honesty, integrity, accountability and to put the public interest first.

"Diskuliañ kammarverioù beli, goubrenerezh ha dilez o c'harg gant aozadurioù galloudus foran ha prevez evit o rediañ da oberiañ gant onestiz, peurlealded, kiriegezh ha da lakaat war-raok ar pled foran a-raok pep tra."

Oberioù brudet

kemmañ

E miz Ebrel 2016 ec'h eo bet ar CPI e-kreiz an afer lesanvet Panama Papers a ziskulias un niver bras a dud vrudet engouestlet er c'huzhañ arc'hant dre embregerezhioù ac'hantour lec'hiet e baradozioù tellek.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (en) Charles Lewis : The Buying of the President - 2004, Harper, 2004 ISBN|978-0-06-054853-7}}