Cetinje (Цетиње e montenegreg hag e serbeg, Cettigne en italianeg, Κετίγνη e gresianeg, Çetince e turkeg) zo ur gêr eus Montenegro. A-raok ar Brezel-bed Kentañ e oa kêr-benn ar vro. Daoust ma n'eo ket kêr-benn ken, abaoe kant vloaz, e chom ur gêr a bouez evit buhez sevenadurel ha speredel Montenegro. Enni emañ lec'h-annez prezidant ar republik.

Kêr Cetinje

Emañ Cetinje war an uhel, 670 metr a-us live ar mor, ur 15 kilometr bennak diouzh aod Mor Adria. Poblet eo gant ouzhpenn 15 000 den (e 2003).

Abaoe ar XVvet kantved ez eus un abati hag a oa ur greizenn sevenadurel evit ar vro tro-dro. Ur ti-moullañ a oa ennañ, adalek an amzer-se. Distrujet e voe kêr meur a wech gant an Durked, e 1692, 1712, 1785. Lec'h-annez priñsed Montenegro e oa, ha hini ar rouaned goude-se, etre 1885 ha 1918. Meur a savadur istorel zo da welet e kêr : an abati, ar palez, savet e 1450, ar c'hoariva.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.