Chabad (pe C'habad) pe Loubavitch (חב"ד) zo ul luskad yuzev reizhkredour c'hasidek, unan eus ar re vrudetañ er bed, hag unan eus an aozadurioù yuzev brasañ er bed.

Savet e voe e 1775 gant ar rabi Schneur Zalman eus Lyady. E anv zo savet diwar lizherenn gentañ tri ger hebraek lakaet stok-ha-stok — Chochmah, Binah, Da'at (חכמה, בינה, דעת): "Furnez, Kompren ha Gouziegezh" — a zo pennaennoù al luskad.