Chaitén
Chaitén zo ur gumun vras e su Chile, en proviñs Palena, e Rannvro Los Lagos. Kêr Chaitén eo pennlec'h ar gumun.
Douaroniezh
kemmañEn norzh dezhi emañ kumun Hualaihué, er c'hornôg pleg-mor Ancud ha pleg-mor Corcovado, er reter kumunioù Futaleufú ha Palena, hag un darn eus proviñs Chubut en Arc'hantina. Er su emañ rannvro Aysén. Bras eo ar gumun, ken bras hag Enez Chiloé a zo er c'hornôg dezhi. E 2017 e oa 5071 a dud enni o chom.
Brudet eo ar menez-tan Chaitén.
Istor
kemmañE Mae 2008 e oa krog ar menez-tan Chaitén da deurel moged, ma tec'has tud ar gumun. Distrujet e voe kêr, beuzet ar vro gant dourgresk ar río Blanco.