Chaloni
(Adkaset eus Chaloni-manac'h)
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar chaloni zo ur beleg, ezel eus chabistr an iliz-veur pe an iliz-chabistr. Bez’ ez eus ivez chalonied a enor.
Amprestet eo bet ar ger-se digant al latin canonicus, dre ar galleg kozh chanoni (ar saozneg hag ar c'hembraeg a implij canon).
Ar chaloniezh (gwechall chaloniaj) eo karg ar chaloni.
Chalonied-menec'h
kemmañAr chalonied-menec'h zo leaned en urzhioù (chanoines réguliers e galleg), evel ar chalonied-menec'h sant Aogustin, ar chalonied-menec'h eus Premontre.
Chaloniezed
kemmañAr chaloniezed zo leanezed en urzhioù, evel chaloniezed sant Aogustin eus ospital Pont-'n-Abad, eus ospital Malastred, pe e kouent Sant-Frañsez-Montroulez.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) Olivier Charles, Chanoines de Bretagne. Carrières et cultures d'une élite cléricale au siècle des Lumières, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2004, 467 p.