Chapel Sant-Treveur (Plougastell-Daoulaz)

Er XVIvet kantved e oa bet savet chapel Sant Treveur e Plougastell-Daoulaz. Meur a wech eo bet adkempennet. Delwennoù kaer a c'heller gwelet en diabarzh ouzh ar mogerioù goloet gant raz gwenn, en o zouez, un delwenn vras eus Sant Treveur dibennet, o terc'hel e benn en e zorn kleiz hag ur balmezenn en dorn dehou, hag ur skeudenn koad livet divoutin eus Doue gant daou ael a bep tu dezhañ. Ur groazenn a oa bet ouzhpennet d'ar savadur e 1937. Distrujet e voe al lodenn-se e 1972 hag adkavet he deus ar chapel he stumm gentañ gant un nev hepken. Ur c'halvar bet savet e 1600 gant delwennoù maen kersanton a zo en diavaez, eustu kreisteiz ar chapel.

Ilizoù Breizh
Chapel Sant Treveur

ar chapel hag ar c'halvar

Relijion Katoligiezh
Statud
Parrez Plougastell-Daoulaz
Kumun Plougastell-Daoulaz

Saverezh XVIvet kantved-XVIIvet kantved
Stil Gotek

Gwarez

D'an eil sul a viz Gouere e vez ar pardon.

Liamm diavaez

kemmañ