Chapel ar Paolinezed
Ur chapel gatolik eo chapel ar Paolinezed, lec’hiet er straed Poull Raoul e Landreger, e-tal al lise publik Joseph-Savina[1]. Anvet eo diwar urzh relijiel merc’hed Sant Paol, savet ur gouent ganto e kêr Landreger e 1760. Implijet e oa bet mein greun ha mein Caen evit he sevel ; ur c’hiz nevezklasel zo ganti.
E 1992 eo bet enskrivet ar chapel war roll an monumantoù istorel evit bezañ gwarezet. Talvoudus eo he c’hinkladurioù a c’hiz nevezklasel.
Istor
kemmañPrantad relijiel
kemmañE 1699 e voe krouet gant an itron Lezerdot, un itron eus an noblañs e kongregadur Merc’hed Sant Paol e Landreger evit sikour ar familhoù en dienez ha kelenn ar merc’hed paour. Prestet e voe he zi ganti, a oa etre straed Kêrgozh ha straed ar Perdreries, evit staliañ ar seurezed. E 1760 e voe prenet un dachenn gante, e-lec’h ma voe savet ur gouent nevez anvet « Ar Paolinezed Nevez », gant ur chapel.
E 1789 e oa 43 seurez dija met e 1792 e voent rediet da guitaat Landreger goude ma voe rasket o madoù hag o savadurioù. E 1794, e-kreiz an Dispac'h Gall, e voe drailhet kinkladurioù ar chapel gant batailhon Étampes, ur strollad soudarded eus an Dispac’h.
E-pad 30 vloaz e voe laosket ar chapel en ur stad fall ha chomet e oa hep talvoudegezh evit an Iliz. Implijet eo bet da gentañ gant an arme hag adalek 1802 evit ober war-dro ar re gozh. Adprenet e oa bet ar gouent hag he chapel e 1829 gant ur c’hongregadur all, hini an Ursulinezed a oa staliet eno abaoe 1809 dija. Gant o degouezhadenn, etre 1871 ha 1873 e voe brasaet ar savadurioù, renevezet al lec’h, adroet dezhañ e identelezh relijiel : galvet e voe ul livour, staliet e voe un ograoù faos, livet mezhererezhioù touell-lagad.
Ur chapel zinevetaet
kemmañDa heul al lezenn a zispartias an Ilizoù diouzh ar Stad, e 1905, n’o devoe mui droed ar seurezed da reiñ kentelioù ken. Dont a reas ar savadurioù da vezañ perc’hennet gant ar gumun, lod dioute treuzfurmet en ur skol bublik evit ar merc’hed ha dilezet e voe ar chapel. Merkañ a ra an deiziad-se fin ar c’hongregadur tregeriat, koulz ha fin implij relijiel ar chapel.
E-kerzh an XXvet kantved eo bet implijet evel sal sport, grignolaj, ul lec’h evit ar bomperien ha servij an dour. Abalamour d’an holl ac’huberezhioù-se eo bet labezet lein ar chapel.
Peogwir eo enskrivet evel monumant istorel abaoe 1992 ez eo ur redi mirout anezhi en he stumm relijiel. Ha pa vefe ur monumant dinevetaet hiziv an deiz, santet e vez eo ul lec’h relijiel a orin dre ar c’hinkladurioù : chomet eo ar jube, al livadurioù, an irc’hier, an nev. E 1995 eo bet adnevezet gant an ti-kêr, an ograoù faos ha 12 poltred eus sent war medalennoù zo war al lein. D’ar memes koulz e oa bet krouet ur gevredigezh evit dastum arc’hant ha talvoudekaat ar glad istorel ha relijiel-se. Abaoe 2003 e vez degemeret diskouezadegoù eno.