Charleville (Aostralia)
Charleville zo ur gêr vihan en Aostralia war ar maez e su Stad Queensland, lec'hiet 753 km er c'hornôg d'ar gêr-benn Brisbane dre an hent. Emañ war ribl ar stêr Warrego, hag e penn ar gourhent Warrego.
Charleville (Aostralia)
Rann eus | Outback Queensland |
---|---|
Stad | Aostralia |
Kêr-benn eus | Shire of Murweh |
E tiriad | Shire of Murweh, Queensland |
Daveennoù douaroniel | 26°24′0″S 146°15′0″E |
A zo stok ouzh | Bakers Bend, Ward, Riversleigh, Sommariva, Gowrie Station |
Kod-post | 4470 |
Demografiezh
kemmañE 2006 e oa 3 278 annezad e Charleville. Hervez niveradeg 2016 e oa 3 335 den o chom eno : 15,3% anezho a oa henvroidi ha tud eus inizi Strizh-mor Torres ; 83,6% eus an dud a oa bet ganet en Aostralia, war-lerc'h e oa tud eus Viêt Nam gant 3,3% ; a-fet yezh, 87,6% eus an dud ne gomzent nemet saozneg er gêr, ha 3,5% a gomze vietnameg ; a-fet relijion, 34,1% eus an dud en em zisklêrie katoliked, 24,1% anezho anglikaned, 17,2% hep relijion ebet.
En niveradeg graet e 2021 e oa bet kontet 2 992 a dud e Charleville.
Lec'hioù touristel
kemmañ- Kreizenn-weladenniñ "Royal Flying Doctor Service of Australia"[1]
- Mirdi Istor Charleville[2]
- "Cosmos Centre", ur greizenn steredoniezh amatour[3]
- Bon kuzh an Eil Brezel Bed, lec'h ma oa 3500 den eus an "United States Army Air Forces" e 1943[4]
- "Charleville Bilby Experience", un neved hag a heul ur programm sevel-loened evit gwareziñ ar bilby, ur godelleg en arvar[5]
Liammoù diavaez
kemmañDaveoù
kemmañ- ↑ Charleville Royal Flying Doctor Service Visitor Centre (27 a viz Du 2021).
- ↑ Charleville Historical Museum.
- ↑ Homepage (23 a viz Ebrel 2020).
- ↑ WWII Secret Base - Charleville | Outback Queensland, 2021-09-01
- ↑ Home page. Save the Bilby Fund.