Charlotte Du Rietz, pe Charlotta De Geer (1744-1820), a oa ur varonez svedat, ha karantez nemeti ar roue Gustav III. Ne greder ket e vije bet darempred reizhel ebet etrezo.

Charlotte Du Rietz en Diana, poltredet gant Jakob Björck.

Merc'h e oa da Charles De Geer. Plac'h a spered hag a zeskadurezh e oa, ha troet gant ar gimiezh.

Dimezet e oa d'al Letanant Anders Rudolf du Rietz en 1765. Etre miz Gouhere ha miz Gwengolo 1768 edo Charlotte ha Gustav en Pariz, France, hag un darempred bennak a oa bet etrezo, ur vignoniezh tomm da vihanañ. Lavaret ez eus bet e oa bet Charlotte karantez nemeti ar roue Gustav III. Kontet e voe e oa echuet o darempred pa gomprenas ar roue he devoa meur a serc'heg. Diwar-benn gwir natur an darempred-se ez eus kaoz c'hoazh hiziv, ha n'eus netra peursur.

An disklêriadur a voe graet gant Adolf Fredrik Munck diwar-benn seveniñ dimeziñ ar roue a daol ur banne sklêrijenn diwar-benn istor reizhel Gustav III hage zarempred gant Charlotte Du Rietz[1]. Hervez disklêriadur Munck n'en doa bet Gustav nemet un darempred a-raok Charlotte Du Rietz, "Pried ur c'habiten-lestr saoz" en Gothenburg en 1766, met nag en drovezh-se nag en darempred gant Charlotte Du Rietz ne oa bet netra nemet

Al lizhiri etre Du Rietz ha Gustav III zo miret e Levraoueg Skol-veur Uppsala.

Pennad kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Gunilla Roempke (1994). Gunilla Roempke. ed. Vristens makt – dansös i mätressernas tidevarv ( Galloud an ufern - korollerez en amzer ar serc'hed roueel) Stockholm: Stockholm Fischer & company. ISBN 91-7054-734-3